Paouez‘ra ar bigi ur c’houlz ha kuit adarre
Distreiñ a raint, avat, gant ar gorventenn
Ha dindan c’hwec’h miz e vin distro me ivez
A-benn loc’hañ kuit en-dro evit c’hwec’h miz
An holl a oar distreiñ war-bouez ar gwir vignoned
War-bouez ar merc’hed feal ha muiañ-karet
An holl a zistro, war-bouez ar re a garer
Ne gredan ket en tonkad, ennon nebeutoc’h c’hoazh.
Spi am eus, avat, n’emañ ket e-giz-se an traoù
Ha n’eo ket diouzh ar c’hiz ken deviñ e vagoù
Ya, distreiñ a rin gant ma mignoned ha ma hunvreoù
Ya, kanañ a rin a-benn c’hwec’h miz ac’hann.
|